"Echu eo amzer ar vezh" eme tud yaouank Kerne
E 2023 e oa bet bodet gant QCD, « Quimper Cornouaille et développement », ur strollad pemzek den yaouank evit kemer perzh e asezoù kentañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. Da c'houde e oa bet fiziet eno ur raktres, dezho da embann o soñj war an temoù-mañ. Ha goude ur bloavezh labour hag emvodoù o deus skrivet ur manifesto, « Echu eo ar vezh ». Muioc'h a ditouroù gant Camille Diquelou, he doa kemeret perzh er raktres.
Camille Diquelou, he doa kemeret perzh en ur bodad tud yaouank e asezoù sevenadur breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Manifesto ar strollad a c'heller lenn e brezhoneg hag e galleg dre lec'hienn internet Quimper Cornouaille Développement. Hag a benn nebeud e vo gwelet ar skritelloù bet ijinet gante ivez.